Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/162

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
134
avel ar yaouankiz


Naoned… Penn ar veaj ! — Ouz sklerijen al loar,
E tiskennis en kêr touez an drouz, ar safar ;
Dirakon listri kaer gant o gwerniou uhel,
A zeblante dispar dindan loar o sevel ;
En despet d’o c’haerder ha daoust d’o bravente,
Evitê n’am oa ken ar memeuz karante…

An de warlerc’h-vintin, penn-rener ar bureo,
P’en em gavis gantan, a lavaris : — « Gwir eo,
» Betek dec’h diwean e klaskemp merdeidi,
» Hirie hoc’h diwead, n’hon deus ezom hini…
» Gortozet, mar karet, abenn eur pemzek de
» Eul lestr o tont en Franz a c’houll tud adarre… »
— Gortoz eur pemzek de !… War an tôl en em c’hreiz,
E tihunas beo, beo, karante ma bro Breiz,
Marvad n’eo ket red d’in redek ruïou Naoned,
Pegwir en ti ma zud e zo labour ha boued !
— Dec’h ho poa ezom tud, perak n’ho peus hirie ?
… Kenavo ar c’hentan, aotro ker, trugare !
Ha ma fak war ma chouk evel Yan dizoursi :
— Demp d’ar gêr da hada levenez ha dudi !
Penoz laret ar joa a grogas em ine,
Hag an evurusted e chouzanvis neuze !