Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/198

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


KLEMMOU ar BARZ KOZ



Eun noz o vale dindan an derv bras
Me a chomas gwall zouezet,
O klevet bravan mouez a zistonas
Dindan ar c’hoajou morgousket…
Ar vouez a gleven a zeblante, hep mar,
A bell eur vouez kaer ha dudius
Ha dre ma tostaen d’ezi, o glac’har !
Oa henvel ouz klemmou truezus…

Sioul ha didrouz ez on chomet neuze,
Dirakon na pebez taolen ;
En e zav eur Barz koz a hirvoude
Eus son ankenius e delen ;