Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/202

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
174
klemmou ar barz koz


» Kement dismeganz a reont d’ezi.
» Gantê Hi a zo dilezet !
» En he zraouiennou, war lein he meneou
» E klever… Doue, na pebez mez !
» He bugale o komz… True, Kendadou,
» O komz pep tra, pep tra ’ med he Yez…

» Gwechall er pardoniou, en ebatou,
» E kane dalc’hmad ar Varzed ;
» Breman, siouaz, en donder ar c’hoajou,
» Me a guz bec’h ma foan-spered ;
» Hekleo ma Zelen p’en klevan o tiston
» A laka ma daerou da ruilhal,
» Dirak he c’herden skwiz e ran ma c’halon,
» War ma dilez e plegan ma zâl !

» Aman dindan an derv, ma-unanig,
» E teulan ma zon diwean !
» Bet a vijen evurus eun tammig
» Mar klevfe an dud ar c’hân-man…
» Mes eus mouez ma Zelen hekleo ar c’hoat braz
» Na ra ket, nan eur zeblant zoken,
» Daoust ha me a varfe, a varfe, siouaz !
» Hep na glevfe den ma c’hlemmaden ? »