Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/217

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
189
dirak ar mor



Ouz da welet ken koant ne skwiz ket ma sellou,
- Bravât ma ’z eo ar môr dindan bolz an Nenvou !

Dirakout ma c’halon a zo ive laouen,
Ankouaet eo ganti he zrubuilh, hec’h anken…

Kollet he deus ar sonj dimeus bro ar c’hoajou,
Tridal he ra gant joa o welet da aochou !

He flijadur gentan, hec’h amzer dremenet,
Dirakout, o môr braz, zo breman dihunet…

Dihunet int ken beo, ken buhan war an dro,
Ma kred d’ei he deus groet eun hunvre gwall-c’houero…

N’hall birviken sonjal e ve bet pellaet
Eus da aochou trez flour, eus da riblou karet !

Koulskoude en anzav ez eo red mad d’ezi,
Dirak ar wirione e teu da hirvoudi…

Hirvoudou a c’hlac’har, a geun, leun a zaero,
Daoust e d’he c’harante vo red d’ei mont en dro ;

Na petra zo kiriek n’haller ket er bed-man
Chom el lec’h a garer dreist pep tra ar muian ?