Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/220

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
192
ma filhorez vihan



Zammet gant se ma spered eun devez me yeas
D’ober eur valeaden ebarz kreiz eur c’hoat bras ;
Eno eun evnig bihan, gane war eur ween
Hag a lavare : — « Mignon, bezan ’z po da c’houlen…

» Bezan ’z po eur filhorez, d’ezi te vo paeron,
» Hag ouspenn c’hoaz e kredan te a vo d’ei tonton ;
» Hi a vo d’it filhorez, bezan vo da nizez,
» Daou zigare d’it, mignon, da gavout levenez ! »

P’am oa klevet ar c’hêlo oan chomet zouezet,
Da zellet ouz an evnig am eus bet ’n em laket…
Mes al lapousig bihan, skoemp, skoemp reas frou, frou !
Ha biskoaz goude er c’hoat na welis an aotrou…

Gwir laras al lapousig, frealz zo em c’halon,
Bezan ’m eus eur filhorez, d’ezi me zo tonton !
Eur filhorez ar vravan… oh ! koant en he c’havel,
Mar dije bet diou-eskell oa mad d’ober eun êl !

Ma filhorez he deus bleo melen evel an aour,
Ken seder ha pemp kwenneg ez eo ar c’hezig paour ;
He lagadigou vihan zo glaz, lirzin, laouen
Hag he diouchodou ru-skler zo evel diou rozen !