Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/225

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
197
gouel an anaon



Sed-han aze ’barz ar be dôn,
Gant an Ankou eo falc’het,
Ranna ra hirie ho kalon,
Evitan pedet, pedet ! !

— Bugale, potred ha merc’hed,
Stouet war be mam ha tad,
Dre o foan ho peus eürusted,
Evidoc’h ez int bet mad…

Pedet evit ho tudou kez,
Skanvaet d’e o foaniou ;
Bezet sonj outô aliez,
Dizammet o ineou !

— O breudeur ha c’houi, c’hoarezed,
D’an den yaouank zo aman,
Petra talv d’ho korf kaout gened
D’an douar ’teuï da vreinan

Deut ive da ouela dourek
War be ho preur pe ho c’hoar
Marteze c’houi a zo kiriek
D’e anken ha d’he glac’har…