Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/226

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
198
gouel an anaon



Kristenien, na pebez kentel,
Roet d’imp gant ar gouel-ma ;
P’eo gwir ez eo red d’imp mervel,
Karomp Doue en pep tra.

Ankouaomp hon dizunvaniez,
Hon c’hasoni, drouk-komzou,
Hag impliomp mad hon devez
Da zikour ar Re-varo !

Pedomp hirie braz ha bihan,
Koz, yaouank, tud a bep stad,
Evit an Anaon en poan
Oh ! pedomp a galon vad !

Bezomp holl ive unanet
Da zikour an ineou,
Zo gant o c’herent dilezet
En kreiz an tân, er poaniou…

diskan


True, true, o ma Doue,
Pardonit d’an Anaon ;
Oute Jezus, true, true,
Evite, pardon, pardon ! !