Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/227

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Kenavo…


Da F. Caurel « Evnig-Arvor ».


Kenavo ! komz leun a anken,
Leun a c’hlac’har evit an den…
Kenavo ! ive komz a Spi :
Goude ar c’himiad levenez,
Plijadur warlec’h an enkrez,
Ha de-mad goude hirvoudi…

Kenavo ! oh ! nag ez eo kri,
P’en em gav de an disparti,
Laret d’eun tad ha d’eur vam vad
Ar gomz truezus ha poanius,
Araok mont en hent glac’harus :
Kenavo mam, kenavo tad !

Kenavo ! pa ver pellaet
Dimeus kerent meurbed karet,
Nag eo frealzus d’an ine
Sonjal ebarz ar vignoned,
Ankouas trubuilh ha boan-spered :
Neuze e kresk ar garante !