Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/24

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xii
kenskrid

ma c’henvreur, ma barzonegou holl a zo groet em yaouankiz. Groet int ganin en kreiz an tân-ze a ra d’an den yaouank nijal gant allevenez, tridal gant ar blijadur ha kemer evel ma teuont ar vue, an dud hag an amzer… Groet int ganin enpad an amzer-ze ma welen pep tra kuzet dreg eur voren a hunvredigez dispar, ma welen pep tra o vousc’hoarzin hag o lavaret : — « Na brao eo beva didrubuilh pa ve ar galon direbech ! » Groet int ganin o chilaou an avelo vouskana er gwe uhel ; o klevet an ezen flour o tremen dre ar balan hag o luskellât an ine gant eun diskan klemmus ; groet int ganin dirak hiboud sklintin ar wazig dour hag o klevet bep mintin ha bep noz kân dudius al lapousedigou ; groet int ganin en eur hunvreal da gaerder ma Bro, d’he furnez ha d’he zantelez gwechall…

Groet int ive dindan nerz ar gounar zakr a grog em c’halon gristen pa welan gwaskan ar Fe, mouga ar Frankiz, muntri al Lealded ha flastra ar Wirione. Groet int ganin gant ar choant da zidalla ma c’hrenvroïz ha d’ober d’ê kerzet war roudou hon C’hendadou… En eur gir, groet int ganin evit Doue hag evit ma Breiz karet !

Rak an diou garante-ze eo a ra d’am c’halon mouskana gant an avel, hirvoudi gant an ezennig, kana gant al lapoused ha gouela, damanti war yenien, dizeblanter ha, siouaz, kasoni ar bed a vreman…

Laret am eus gouela ha damanti… En gwirione, daoust d’eur spered hunvreer ha d’eur galon dinec’h, meur a wech, evel kalz a re-all, am eus kavet spern dindan ar bleun kaeran ; meur a wech — evel ma lavar