Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/240

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ar Garante Guzet


d’Efflammig an Henoret


I


Em c’halon zo diskleriet eur garante vraz, vraz,
Eur plac’hig a garan ; hi na oar ket… siouaz !

Eur plac’hig leun a c’hened, eur plac’h fur ha kristen,
Lavarout d’ei ma sonj e rafen, mar kredfen…

Kentan gwech ’m oa he gwelet e oa en ti he mam,
Lec’h chom ar plac’h yaouank didamall ha divlam !

An de-ze, hep goût d’ezi, outi e ris eur zell,
Eur zell a garante… O koantât turzunel !

Da zellet eus ar plac’hig am oa ’n em ankouaet,
Hag aboue an dro-ze ganti on goneet ;

Goneet ’deus ac’hanon gant he zellou lirzin,
Gant he daoulagad c’hlaz hag he c’hoarz ken sklintin,

He mouezig flour ha tener ’gomze ken dudius
Ma lake ma c’halon da dridal evurus…