Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/242

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
214
ar garante guzet



» Karout e ra ac’hanout, na gred ket en laret,
» Ha gant-se e spered zo bemde trubuilhet.

» Ar pez a c’houll diganit ez eo eur c’hoarzaden,
» Eur gomz eus da galon evit ma vo laouen ;

» An evurusan devez hen do war ar bed-man,
» Vo an de ma roï da galonig d’ezan…

» O turzunelig dinam, plac’hig fur ha dispar,
» Evitan, lar d’in-me : — mignonig, me da gar !

» Neuze ’vat, a denn-askell, me a yelo joaüs
» Da gas d’ez servijour ar c’helo evurus…

» Gant da gomz madelezus, e garante guzet
» A vo chenchet ganit ’n eur galon frealzet ! »

—o—


Eur potr yaouank glac’haret an eus zavet ar zon,
Pa na grede d’e “ zous ” laret e boan-galon…


————