Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/247

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Kân, Barz yaouank



Dindan eun derven goz, da zerr-noz ankeniet,
E klevis eur vouez tener o laret :


Diskan


Kân, kân,
Barz yaouank, bez seder,
Kân da Zoue, da zousig, da vro gaer,
Kân,
Hag an evurusted

Ebarz da kalon a vevo bepred !



Me, eme ar vouezig, eo ine Breiz-Izel,
A lavar d’it dre hirvoud an avel :