Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/250

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ma Dousig Koant


D’am muian-karet… pa vo kavet


Kânet em euz war ma zelen entanet
Ma Breiz-Izel,
He giziou fur, he zent koz, he zud vrudet,
He yez santel ;
Hirie da stenna start d’ezi he c’herden,
Me am eus c’hoant
Ha kana warni dre eur zonig laouen
Ma dousig koant !

Ma dousig koant ! N’euz ket eur plac’h evelti
War an douar ;
Evit kredi eo red gwelet anezi,
Bleuen dispar,
Diwanet kaer en eun draouiennig a Vreiz,
Ha hi ken drant,
Eno he kav heol ha gliz-veure a-leiz,
Ma dousig koant !