Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/259

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


CHOM EN BREIZ-IZEL


Kinniget d’ar Merc’hed yaouank

a c’hoanta mont da Bariz


Plac’hig yaouank, perak ’ta tec’hel
Pell dimeus da vam ha da dad ?
Perak kwitât da vro Breiz-Izel,
Elec’h out evurus ha mad ?
Ankoua ar c’heriou,
Gant o falz madou ;
Enne ’lec’h madou e kavfes trubuilhou…
O chom en bro da gavel,
Chom, chom en Breiz-Izel !

Ar c’heriou a zo leun a anken
D’an dud zo ennê divroet ;
Ennê ar c’halonou a zo yen,
Karante wirion n’an eus ket !