Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/264

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
236
chom en breiz-izel


A lid pardoniou,
A gân eureujou
Hag a lavar d’it dre hekleo o moueziou :
O chom en bro da gavel,
Chom, chom en Breiz-Izel !

Na gwita ket bro da Gendadou,
Bro ar giziou koz, koz ha fur,
Bro ar chapeliou, ar c’halvariou,
Bro pep frankiz renet gant stur ;
Bro ar zoniou kaer,
Ar gwerziou tener,
A ziston bemnoz a-dreuz d’hon farkeier…
O chom en bro da gavel,
Chom, chom en Breiz-Izel !

Chom da veva en ez traouiennig,
Elec’h m’eo zavet da di plouz ;
Elec’h ma c’hoaries, bugelig,
Seder ha pell dimeus pep trouz…
Kar da veneou,
Da lann, da goajou,
Gantê e klevi dre vouez an aveliou :
O chom en bro da gavel,
Chom, chom en Breiz-Izel !