Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/268

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
240
ar barizianez


Setu hi o tec’hel hep mez
Pell eus he zud en daero…

Foei, foei, foei, d’ar Barizianez.
A ra mez da dud he Bro !

Ma c’houlfe an dud diganti
Pelec’h hec’h a ken diskwiz,
Hi a larfe, hep he fedi,
— « Me ac’h a da Ba-a-riz ! » —
Ha neuze d’ar c’henaouegez
Pep den, dre fent, a laro :

Foei, foei, foei, d’ar Barizianez
A ra mez da dud he Bro !

Pa vo pellaet eus he Breiz
Hag en Pariz dishanve,
Al labouriou kaled, direiz,
Eviti a vo mad tre ;
Evel eul loen hed he devez,
Hep paouez hi a boanio…

Foei, foei, d’ar Barizianez,
A ra mez da dud he Bro !