Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/269

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
241
ar barizianez



Koll a reï ebarz ar ger vraz
He zammig nerz, he yec’hed,
Ha pez eo ar gwasan, siouaz !
He furnez hag he gened ;
N’ he viro eus ar Vretonez
Netra nemed an hano !

Foei, foei d’ar Barizianez
A ra mez da dud he Bro !

Mar tigoue d’ezi dont en dro,
Goude vo bet en Pariz,
Neuze he vo eur plac’h faro,
Eun dimezel eus ar c’hiz ;
Gwisket vo ’vel eur rouanez,
Vo ken anvéet ’n he Bro !

Foei, foei, foei, d’ar Barizianez
A ra mez da dud he Bro !

War he fenn evel eur sparfel,
Vo gwintet eun tok re vraz,
Ma laro outan an avel :
— « Heman zo prest da vont c’hoaz… ! » —
Leun vo ar plac’h a lorc’h, a c’houez
Eus lein he fenn d’he boto !