Goude ma zad, ma mam, pebez kalonad d’in-me
O tont da laret d’it, Anna ma c’harante,
Ar gomz kri ha c’houero :
— Ma dousig koant, kenavo !
Galvet on gant Bro-C’hall, outi eo red mad zenti,
Ha monet hepdale da zifenn anezi
War al listri-brezel,
Pell dimeus ma Breiz-Izel…
Hirie eus da gwitât am eus kalz a boan-spered
Ha glac’har ma c’halon a zo braz, braz meurbed ;
Bet hon deus plijadur
Evel daou zen yaouank fur.
Ne teus ket, o ma dous, sonj eus devez ar pardon,
Elec’h ’z poa roet d’in hep distro da galon,