Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/281

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
253
distro ar martolod


— Dizro, dizro martolod yaouank,
Deus da welet da lojennig,
Elec’h kavi eun nor digor frank,
Eun tad, eur vam hag eun dousig !

Oh ! gwelet e ran tour an iliz,
Klevet e ran mouez ar c’hleier,
Gant o zon en em gavan diskwiz,
Ma c’halon zo laouen, seder,
Rak ma ’z eo ken kri,
Tec’hel, kimiadi…
Pegen evurus ez eo ive
Goude bezan bet ankeniet,
Dizrei yac’h mad ha leun a vue
D’ar vro elec’h ma ver ganet !

N’hallfe den laret ar blijadur
A zo breman ’barz ma ine ;
C’houez ar bleun balan, lann ha glazur,
A ra d’in beva a-neve…
Dirakon ’welan
An ti a garan :
Ti plouz ma zud koz, ma mam ha ma zad,
O ti bihan koant ma c’havel ;
Ac’hanout-te e karin dalc’hmad,
Ennout-te e fell d’in mervel !…