Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/290

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
262
ar meder


An dram a zo distaget,
Hag en dro adarre !

Dre ma sav ’barz an oablou,
En oablou entanet,
An heol war an douarou
A deul tomder bervet ;
Mes ar meder aketus
A labour hep ehan,
Daoust e d’an domder nerzus
Ne zell ket ouz e boan.

Evelkent gwech hag amzer,
E teu da hirvoudi ;
Sonjal ra en e vicher
A zo poanius ha kri…
Pa deu gourc’hemen Doue
D’hen frealzi raktal :
— « Gonit a ri da vue
Dimeus c’houezen da dâl ! »

— O poagn, meder evurus,
Rak dirak da Grouer
Da boan a zo talvoudus,
Daoust ma zeblant dister ;