Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/316

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
288
maro ar mous bihan



» P’am oa lennet ar c’hélo-man
» Oa ma c’halon prest da zemplan ;
— Ma bugel biken ne welin,
Gant ar glac’har breman ’varvin !

Mar c’hallfen c’hoaz ouz troad e ve
Skuilh daerou ha pedi bemde,
Vefen evurus em glac’har,
Daoust d’am zrubuilh war an douar…

Mes e gorf zo ’barz ar be braz
Elec’h ma zo kement… siouaz !
Eno vo ruilhet, diruilhet,
Gant ar gerrek e vo blonset…

N’hallo biken en e barrouz,
Diskwiza pell dimeus an drouz,
Er vered, disheol an iliz,
Kenver e dud, e genvroïz ;

Ne glevo mui kleier o son,
Klemmus evit an Anaon,
Glevo nemed mouez ar môr braz
O c’houlen tud da lonka c’hoaz…

O ma doue, true, true !
Ouz ma mabig, ouz e ine ;