Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/317

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
289
maro ar mous bihan


Groet ma vo ganac’h evurus
En ho Paradoz, ma Jezus !

Breman evit ’n em frealzi.
War ribl ar môr ’c’hin da bedi ;
Da bedi gant fizianz ha fe
Evit ma mab bemnoz, bemde

Pa glevin ar môr o krozal,
Hag an avel foll o yudal,
Me a laro a vouez uhel ;
— O mor, ro d’in ’ta ma bugel !

Zeblantout e reï d’in neuze,
Gwelet anezan goude ze ;
Klevet e vouezig ken dinam
O laret c’hoaz : Ma mam, ma mam ! !


————