Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/319

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
291
gouel mad



Ha c’hoaz bleuniou an douar
Zo hep talvoudegez ;
D’ar beure ez int dispar,
D’an noz n’o deus mui c’houez ;
Evelse c’hoarve ive
Gant mennoziou an den,
Leun ez int a drugare
Keit ma veint o tremen…

Hogen ar bleuniou kaeran,
Evit eur vam gristen,
Ar re a rei ar muian
He lorc’h da virviken,
Eo ar bleuniou talvoudus
Ha na dremenont ket,
Ar bleuniou, d’ei ken doujus :
He bugale karet !

Ar bleun-ze, en dro d’ezi,
Bodet en de he gouel,
Kement se zo eviti,
Eul levenez zantel ;
Hi he deus bet o zavet
Int eo he c’hurunen,
En dro d’o mam dastumet.
Oh ! kaeran da daolen !