Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/322

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
294
ar c’hoziad paour



Glac’har, anken ha poan-spered
Setu hirie ma loden ;
Dilezet ez on dre ar bed,
D’am frealzi n’am eus den…

Den da rei d’in en em c’hozni,
Zoken eur werennad dour,
Den da laouennât ma zam ti,
Den, den evit ma zikour !

Aman ez on ma-unanig
Etre beder gos moger,
Daoubleget war an oaledig
O sonjal ’barz ma amzer.

Bet am oa seiz a vugale,
O zavet am oa ervad ;
Gante on ankouaet hirie
Ne sonjont ken en o zad…

Evel eun neziad-lapoused,
Oc’h-unan gouest da nijal,
O deus holl, hep damant abed,
Kwitaet ma zi raktal.