Digouezet ez int dirakon,
En o zav int chomet ;
Mar n’am euz ken nemeur a aon,
Gante on zouezet.
Sellet kalz a reont ouzin
Hag oute me a zell…
Unan ane a dosta d’in,
Hen ken kaer hag eun êl !
Elec’h unan, vel ar re-all,
Hen a zoug diou delen,
Diou delennig ken koant hag all
An eil evel eben ;
E zaoulagad a zo skedus,
E zellou a zo dôn,
Gant e gomz gwirion, entanus
E c’hone ma c’hallon :