Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/340

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
312
ar pesk-ebrel



A boan oa e dreid war an treuzou,
Dirakan ne wel nemed pennou,
Pennou seder ha laouen,
Tud evurus meurbed,
O chilaou eur ganaouen,
Eur ganaouen-eured…

Yannig a chom vel eun den semplet
Na oar, siouaz ! petra da laret…
— De-mad, emezan, de-mad !
Pelec’h ’man Janedig… ?
— « Aman, eme Janed vad,
» Eus koste ma Ferig !

» Ac’hanta, Yan, deut out c’hoaz en dro,
» Pelec’h eo chomet da wreg faro ?
» Me grede oas dimezet,
» Herve da Besk-ebrel ;
» War a welan n’e teus ket
» Kavet eun durzunel !

» Evidon, en despet d’it, gwaper,
» Me am eus kavet eur pried kaer,
» Trugare d’ezan, hirie,
» Me a zo evurus…
» Ar Pesk-ebrel zo d’in-me
» Eun dra gwall dalvoudus !