Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/343

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
315
spern-gwenn


II


Eun toullad blaveziou goude,
Eus koste eur wreg karet,
Hi ha me leun a garante,
Hon daou neve-eureujet…
Dindan c’houez tener ar bleuniou,
Richan al lapousedigou,
Diou galon en eun unan,
N’hon doa nemed eun diskan :

— C’houez spern-gwenn ha kân an eostig,
A ra d’ar spered bemnoz hunvreal :
Ha, hep gout d’ei, ar galonig
A deu sederoc’h da dri… dridal !

III


Siouaz ! abenn eun tri blavez,
Dindan ar spern-gwenn bepred,
Mantret, brevet gant an enkrez,
An anken, ar boan-spered,
O chilaou c’hoaz kân an eostig,
Me ouele dourek d’am c’houlmig,
Marvet an de-kentan vae
Da goulz an bleuniou neve…