Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/355

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Bleuen an envor


Hunvre kaer ma bue
A oa neuze kouezet,
Ma dous, ma c’harante
He doa ma dilezet ;
O tremen eun devez
E-tal he liorzig,
E kutuilhis gant evez
Eur goant a vleuennig…

— O te, da vihanan,
A vo, bleuen dispar,
An draïg diwean
A gavin em glac’har ;
Eus ma muian-karet,
Te a zigaso d’in
Sonj amzeriou dremenet…
Oh ! chom eta ganin !