Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/356

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
328
bleuen an envor



Eur wechig an amzer
Pa deulin ma zello,
Daerou puilh ha tener
Warnout me a skuilho ;
Hag em c’halon kerkent,
Hunvredigez, dudi,
Evurusted diagent,
A rei d’in hirvoudi…

Ar garante gentan,
E ve laret dalc’hmad,
Eo an hini wellan,
Gwir eo, ma c’hallfe pad…
En e zempladurez
An den kez war ar bed,
A sav kant ha kant palez,
A goue goude abred !

Evel kalz a re-all,
Me a ris eun hunvre,
Ma c’halon didamall
En em roas ive ;
Breman ez on mantret,
— Turzunel a garen,
Pell diouin ez out nijet,
Na distroï ket ken ?