Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/357

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
329
bleuen an envor



Kalz, kalz d’in a lavar :
— Mar n’ he deu ken en dro,
Evelti bez digar,
Ne dalv ober kanvo… —
— Tavit, tavit tudou,
C’houi n’ ho peus ket karet ?
Petramant ho kalonou
A zo holl kaledet ?

Etre an dud yaouank,
Furnez ha karante
A zo daou dra distank,
Dreist-holl hirie an de ;
Penoz ’ta e c’hallfen
Ankouaz, hep gouela,
Ha dilezel da viken
Kement a beadra ?
...........................................
… Ma c’halon zo frailhet,
Bleuen, ma bleuennig,
Dimeus ma dous karet
Komz d’in c’hoaz eun tammig…
Daoust e ha hi bepred,
Du-hont war doull he dor,
A hirvoud gant poan-spered,
Plac’hig paour an Arvor ?