Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/376

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Petra d’ober ?


war don : merc’hed lokenole


Yan-Dreuz dimeus an ti-all a lar d’in aliez :
— « Ne ra ket eveldon-me, keun az pefe, potr kez !

» Mar chomez da varc’hata ha da glask digare,
» Da dro a dremeno prim, teulet vi a goste…

» Eun amzer zo da bep tra : en miz eost ’man eosti,
» Ha p ’eman an den en oad eo d’ezan dimezi !

» Rak bezan koz potr yaouank, ze n’eo ket eur vicher,
» N’ho peus na ti, na repu, na den d’ho tigemer… »

— Arsa, Yan-Dreuz ma mignon, n’am eus laret biskoaz,
E chomchen koz-potr yaouank, amzer gaer am eus c’hoaz !

Ne c’houlfes ket evelkent, nan gwelet birviken
Ac’hanon o timezi d’ar c’hentan kouilhouren ;

Red mad a vo d’it neuze gortoz eur pennadig,
Ken am o kavet unan herve ma c’halonig…