Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/380

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
352
ar goulmig dilezet



Sioul ha sioulik takennou dour
A ruilh war he diouchod ken flour…

He zellou dous d’an nenv zavet,
Hi a ouel d’e muian-karet ;

D’an hini a laras d’ezi :
— D’it ma c’halon, d’in da hini ! —

An hunvre kaer na badas ket :
Galv-Doue an eus bet trec’het…

III


Tavit, paouezit da ouela,
Sec’hit ho taerou, o Tina !

Tinaïg, sec’hit ho taerou,
Doue a chilaou ho klemmou ;

Hen n’ankoua ket eur bedennig,
Hen na zilez ket eur goulmig…


————