Kaer hon dije mala, kas en dro hon laten,
N’hallemp ket en eun de dibuni hon c’huden ;
Laret ha hadlaret, lonka kalz hag ankouaz
En despet d’hon holl c’hoant, na laremp trawalc’h c’hoaz,
Evit gwir, daou vignon o deve da gonta
Eur bern bitellajou, traou na dalvont netra,
Hag o deus koulskoude o zam talvoudegez,
Mar na vefent laret en em gavfer diez ;
Rak n’eo ket, a dra zur, komzou lorc’hus ha kaer
Eo a zalc’h karante er c’halonou tener :
Ar galon na c’houll ken nemed eur sonj, eur zell,
Eur gomz vad lavaret gant furnez ha gant poell…
Dre-ze, etrezomp-ni, e oa gwir garante,
C’hoant unan ac’hanomp a oa c’hoant egile…
— N’a teus ket a sonj, Fanch ? — Ankouaet teus, Yannig ?
— N’ouvean kaer petra… Gortoz eur pennadig…
Hag evelse hon daou e redemp meneou,
O tiviz war hon Bro, war an dud, ar c’hiziou.
Pa gavemp eul lec’h koant, ha ni skwiz o redek,
Ec’h azeemp neuze euz koste eur garrek ;
Hon daoulagad batet, er pellder o c’hedal,
Aliez e chomemp, hep goût d’imp, da sonjal
A-wechou e troemp an eil ouz egile,
Hep na gredemp laret : — Petra zo a neve ?