Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/71

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
43
kaerder an noz


Ha kriben pep mene dreist d’an holl blenennou
Zo vel eun enezen kollet kreiz ar moriou…
Abep tu d’in neuze n’an eus nemed dudi,
Kement tra a welan a zo d’in neventi…
Ar gwe braz ha sioul a zistag o skeuden
Reiz, reiz war an douar dindan ar sklerijen,
Hag en o deliou glaz vel a-dreuz d’o brankou,
Al loar, en eur c’hoari, a strink nerz he bannou ;
Ar re-man d’an douar a goue ken kaer ive
Ma kred d’an den bezan ebarz bro an Hunvre

III


Mes ma tec’h achane vit gwelet uheloc’h,
Us d’e zellou a zo eun daolen kalz kaeroc’h ;
Ar stered lugernus, hadet a villierou
A zo evel perlez en splanded an oablou ;
Trei, dizrei a reont, dalc’hmad ’maint o lintri.
Eun nerz a zo ennê hag a ra d’e birvi,
Ma zeblantont d’an dud bezan zellou skedus
An ele hag ar zent, a lavar evurus :
— « Entrezek an Nenvou zavet ho kalonou,
» Ha war zu ho Toue kaset ho pedennou ! »