Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/87

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
59
skeuden ar vuegez



Pa goueze ar zerr-noz enpad an deïou-hanv,
Pa c’houee en dro d’imp eun ezen flour ha skanv,
E pignemp war ar wern uhel ;
Ha neuze, luskellet gant trouz ar gwagennou,
Kollet etre ar môr ha bolz kaer an Nenvou,
E hunvreemp d’hon Breiz-Izel…

Oh! ya meur a bennad a dremenemp eno,
O sonjal gant dudi en devez an distro,
Pe c’hoaz o konta goustadik
Hag o laret hon daou dirak ar mor divent,
E oa beo en hon c’hreiz, ken beo ha diagent
Karante dener eun dousik !

Siouaz ! eur c’hlenved kri a greiz holl a deuas,
Ha war eur gwele-poan didrue am stagas,
Neuze kenavo levenez !
Ma mignon a ouele, hag araok ma c’hwitâd :
— « Hepdale, emezan, en em gavi yac’h mad,
D’ez kwelet ec’h in aliez… »

Aliez e teuche, emezan, d’am gwelet…
Eiz zun a dremenas ha hen na deuas ket !
Ma c’hlenved a gouezas neuze ;
Hag e tizroïs c’hoaz dinerzet ha kasti,
Seder, rak em c’halon me a vire ar spi
Da gaout ma mignon adarre.