Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/92

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
64
karante doue


Ar zent hag an êle a gân gant levenez
En eur veuli Jezus hag e vam, ar Werc’hez ;
— Bezan vo beleien daoust d’an amzer direiz :
Ar beleg eo bepred zikour ha skoazel Breiz !

Kaerât devez d’ez mam, hirie ’barz an Nenvou,
Gwelet a rez anei ebarz kreiz ar joaïou
O laret da Vari gant teneridigez !
— « D’ac’h ha d’ho mab, Jezus, eo ma bugel, Gwerc’hez,
» D’ac’h am oa hen gwestlet pa oan war an douar,
» Beleg eo da Jezus… Ma joa a zo dispar ! »

Kaerât devez ive d’ez tad en e gozni,
Vitan an devez-man a zo leun a zudi…
Boet ’n eus eur beleg da Zoue gant e boan
Ha Doue hen paeo kant gwech evit unan !
Evurusât devez d’ez preur, d’ez c’hoarezed,
En eur gir, devez kaer d’ez kerent, mignoned…

Holl en dro d’it o deus en em vodet hirie,
Na ra ’med eur galon da hini gant o re ;
Pedi reont Doue evit ma teurvezo
Rei d’e veleg yaouank nerz-kalon ha graso,
Ma c’honeo d’Ezan an danvad dianket,
Ha ma lako ar peuc’h er galon drubuilhet…