lealdet dign demeus a ur güir Breiziad. An honestis eo ene ar c’hommerç, hac ar güella tout evit ober fortun direbech etre tud afêçon.
— Rêson oc’h eus sur ; mes, gouscoude, pa vet fin.....
— Penos, va mignon ?
— Eleal, e clasqer trapout ar re n’int qet fin avoalc’h.
— Qementse zo fall ; trompler pe tromplet, en em disfier an eil ouz eguile, en em gassaer, pa dlefet beva e peoc’h ; rac al lealdet eo ar peoc’h, beza eo ar gontantamant ; ar profit leal eo a ra ma cousqer êzet var bep scouarn. Beza e voe eta ur sonjeson gaer eus a bers an assamble constituant, da laqat fin d’an dizurzou-ze a rene en instrumanchou ar c’hommerç, pere a c’houlen ar justa ingalder, ar brassa sempldet hac ar brassa lealdet.
ar c’homzou-ze, an daou labourer a droc’has ar gomz da vestr Pierrès, hac unan eus anezo a lavaras dezàn :
— Eleal, ho sempldet a zo caer, gant e deca, e myria, e hecto... Ha neuze, piou a lavar dêc’h e zeo surroc’h ar muzuriou nevez-se eguet ar re ancien, a blich d’ar barner guelvet faus ?
— Ia, faus hac incerten, hep nep titr font, hep moyen da assuri an dalvoudeguez ; e lec’h ar mètr, fondamant ar system nevez, o veza lennet demeus an natur, a chom fix ha divariant.