Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/13

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9

bet qemeret eus an natur, en muzurach an douar, ar pez a offr ar grouidiguez a vrassa d’an den, a certena, a divarianta.

— Ellout a refet-u explica demp penos e zeus ellet muzuri an douar evit formi ho mètr ?

— Histor ha detaill ar muzuradurez bras-se hor c’hundufe re bell ; en em gontantomp da c’houzout penos an dud sqiantet bras pere a voar assuri demp en avanç ar poent just demeus an eclipçou, o deveus ellet muzuri reizamant ar c’hart demeus a dro ar bed.

— Ha petra a brouv qementse ?

— Gortozit ur moment. Ar c’hart deus an dro-se o veza reizamant muzuret, e zecmillionvet loden a zo bet hanvet mètr, muzur principal, eus a behini an hirder a zo eta evit güir ingal d'an daou-uguentvet millionvet loden demeus a oll dro ar bed, a behini en oll a zo divanc.

— Eleal, honnes a zo un ide gaer !

— Muioc’h eguet un ide eo ; beza e zeo ur feat, ur virionez : evel œuvrach Doue, pehini en deveus grèt an ên hac an douar, ar mètr a zo sacret ; n’en deo qet un hirder convenet, evel troad Charlamagn pe brec’h Napoleon, nac ur reglen pehini a ell en em alteri ; ar mètr, dleout a ran e repeti, eo an elemant demeus an oll muzuriou ; deus e hirder eo e furmer ar muzuriou lineer ; demeus ar mètr carre e rêr hini ar gorre ; demeus ar mètr cub (c'hoec’h façaden carre evel un dinç), re ar gontenanç ; anfin, deus à boez ur volum dour ingal da gub ar c’hanvet loden eus ar mètr e zeus formet ar gram, pehini eo an elemant eus an oll boeziou.

Ul lezen e deveus consacret an operation vras pe-