pehini a chench, herves an temperadur.
— Nac a brecautionou evit traou qer dister !
— Traou qer dister ! Noc’h eus-u qet contet c’houi etrezoc’h, marc’hadourien, peguement cant greunen hed a vuioc’h pe a nebeutoc’h a rafe, epad ar bloa, ebars en ur muzur eus a behini en em servichfet cant guech bemdez ?
— Güir eo ze, hac ec’h ouzomp un dra benac var guementse.
— Er c’hredi a ràn.
Hac an daou ozac’h en em lacas da c’hoarzin.
— Rêzon vat eta zo d’oc’h evessât, da ober attantion varnoc’h evit hoc’h interest commun, hac evit ampech procejou evel an hini e zoc’h o paouez coll ho taou. Gouezit eta penos ar muzur leal a zo, evel ar güir, instituet evit avantach an oll.
— Ia, Autrou, pepini e voüir.
— D’accord ; mes gouezit ive penos peb güir a impos un dever, un obligation an eil en andret eguile. Poursuomp hon examin, eme mestr Pierrès.
Ar muzur a hirder a hanver | mètr. |
An hini a horre | ar. |
An hini a solidite | stèr. |
An hini a gontenanç | litr. |
An hini a boez | gram. |
Rac se, pemp hano principal da zelc’hel. Evit nebeut ho pe memor, an dra-se a vezo qen êzet dêc’h, m’en em disting peb seurt muzur d’ar c’hlêo dre ur son particulier. Ha ne deo qet simploc’h an draze egüet an niver eus an hanoyou ancien, a hend all seulvuioc’h danjerus, ma na sinifie qet alies ar memes guer evit sinifia ar memes tra.
Güir ê e zeo ret gouzout ouspen cant hano a vuzur