Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/18

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14

— Petra eo un diminutif ?

— Un esprimidiguez pehini a zisqeul ar biander a dost pe an nebeuta brasder demeus a un dra : evel demeus a ur yar e zeus grêt ur yaric ; demeus a ul loë e zeus grêt ul loëic ; un oan, un oanic.

— An dra-ze a gonçever.

An diminutivou a deca, dec ; a hecto, cant ; a kilo, mil, o deveus an avantach bras da ziviza an nombrou dre decvedou, cantvédou ha milvedou, pa n’en deveus ar zero nemet ar galloud da vultiplia dre dec an nombrou da bere e zeo unanet.

— Ha pénos e hanvit-u an diminutivou-se ?

— O henvel a ràn deci, çanti, milli.

— Cetu aze, Autrou, n’en deo qet gregach a grenn, hac e tevinàn ractal penos an draze a sinifi decvet, cantvet, milvet.

— Mad evelse ; mes grit an application eus a ze d’ar mètr pehini a dremen arauc tout.

— An draze a ra deci-mètr, çanti-mètr, milli-mètr.

— Hac ar gram ?

Deci-gram, çanti-gram, milli-gram.

— Matoc’h c’hoas, va mignonet. Entent a rit-u mad bremâ an avantach a ro evit ar gontchou an diminutionou hac ar multiplou pere en em applic d’an oll muzuriou evit diminui an nombr pe e gresqi demeus a un decvet, a ur c’hanvet, a ur milvet ? Er muzuriou a hirder, dre exempl, e lec’h toazennou, troatadou, meutadou, lignennou, n’oc’h eus mui nemet un urz a zivizion dre dec, dre gant, dre mil, merqet reizamant var ar muzur : hac evit conta, peguen êzet, dre ne zeus mui nemet diou golonen chiffrou, e lec’h teir, e lec’h peder !

— Se zo güir, gouscoude. Mes, penos, d’hon