Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/19

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15

oad, e teufemp da zesqi un arithmetic neve ?

— N’eus qet a arithmetic neve, rac n’eus qet a nombrou neve, nac a c’halloud neve : ar fêçon da garculi a chom ar memes tra, sepet an application neve, pehini en rent ezetoc’h, ha qen simpl, ma zon certen e tisqot anê gant ho mestr scol, en diou pe deir guentel.

— D’am oad, mont da guemer qenteliou ! eme unan eus ar goaset.

— Ar vuez a zo un discadurez cuntinuel, eme mestr Pierres ; re eurus c’hoas pa n’hon eus qet da zizisqi ar pez a zo faus evit e ramplaci dre ar pez azo güir. Tremenomp adare bremâ en hor memor ar pez hon eus expliqet.

— Selaou a reomp.

— Evel na zeus nemet ur justiç evit an oll, ha ma zoar oll ingal dirac ar justiç, e vez disurz ma rënfe ur poez hac ur poez all, ur muzur hac ur muzur all : talvoudec eo d’an ezetamant, da surete afferaou ar c’hommerç, ma rënfe ar memes poeziou ha muzuriou en oll vroyou.

— Ni garfe ervad se, rac pa hon eus pe hed, pe amann, pe anfin ur varc’hadourez all benac da voerza, e zeus contchou eus an diessa da ober.

— Joaüs bras oun demeus ho tistro d’ar rêson, pehini a fell e servichfe d’ar re all ar pez a zo mad evidomp, evit ma en defe pepini e loden.

— Qementse zo ententet mad.

— Poursuomp, va mignonet. Gouzout a rit penos ar mètr...

— Eo tad ar poeziou hac ar muzuriou.

— Mad evelse ; hac ouspen, e zeo divariant.

— Evel an douar muzuret gant an dud savant.