Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/24

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20

a un institulion « eus a behini ar gonception a enor ar muia ar speret humen, hac a behini an destinadurez a zo da zont da veza commun d’an oll nationou. [1] » Se a voe vœu Napoleon, pehini a felle eul lezen, ur poez, ur moneiz dindan mercou differant. [2]



CHABISTR IV.
Danjer demeus a usach ar Poeziou hac ar Muzuriou ancien.


Joaus bras demeus an issu vad e zoa o paouez obten dre ar rêson, mestr Pierrès, en eur starda e zorn d’ar mêr, a reas dezàn nn discoursic-mâ :

« An ignorant n’en deo nemet ur feneant pehini ne gred qet, rac ne fell qet dezàn desqi : dispris a ra ar pez ne voar qet, hac e varn qement so evel a ra un dall deus al liouyou. Ar güir anaoudeguez eus ar pez a zo util a assur peoc’h ha boneur an dud. Piou a elfe conta an difficulteou, an discussionou o deus lec’h en Franç en ur bloa hepqen var lealdet ar poeziou ha muzuriou, eus a bere al lezen e deus evit objet da voarantissa an oll ! Mes, sònjal a rit-u, Autrou mêr, e zeo facil obten ar goarantiach-se hep ar sicour, hep ar sclêrijen a c’houlen peb tra evit beza pratiqet utilamant ?

— Ha c’houi elfe, eme ar mêr, va renta capabl d’en em difen va-unan a enep fraudelez ar varc’hadourien, ha da assuri da dud va c’hommun ar goarantiach a zeziràn evidòn va-unan ? rac, arauc tout, da bepini e hini.

  1. Discours an A. marqis de la Place da gampr ar pared, 22 mae 1838.
  2. Memorial enezen Santez-Helena, e pelec’h eo maro Napoleon.