Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/26

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22

vije suffisant evit ar baeamant. Dre effet ar flauderez e zeus teuzet unan en dorn ar prener ; hac an alteration-se, an diminution-se euz an dalvoudeguez, piou en deus e broduet ?

— Ar güerzer, hep douetanç.

— Ia, ar güerzer, pehini, deus a ur muzur faus hepqen, en em ra qement all a beziou mad a voneiz. Ar güerzer, e qementse danjerussoc’h eguet ar fals-moneizier, eus a behini ar pez, en difin, n’en em deuz nemet en dorn unan hep muiqen.

Rac-se, Autrou mêr, nep exception ebet en accomplissamant un dever a ra güir an oll ; hac a hend all, ha neo qet bet scrifet : Ne pezo qet ur poez hac ur poez, hac ar balanç flaudelus ha pe deo-hi qet en abomination dirac Doue ?

— Dirac Doue ! dirac Doue ! ia ; mes ar varc’hadourien ne doujont qet nemeur anezàn.

— Ur maleur bras eo ; rac, anes se, n’ho pe netra da ober evit assuri al lealdet en ho commun ; mes, pa zeo autramant, pa zeo güir an nerz just demeus al lezennou ha demeus ar vajistratourien a dle presta e zicour d’an oll, na espernit qet ar poursuou a enep ar feiz fall.

— Nebeut a aoun e zeus diouz an amand, hac ar profitoü a zo en-tuont dezàn.

— He bien ! grit neuze calz a drous, calz a vrud : ra deuyo an hini n’en deus aoun na diouz Doue na diouz an amand, da gavout aoun da goll e reputation a honestis. Pa na eller touch ar speret, e zeo ret en em guemer ouz ar matier.

— Mes c’hoas e zeo ret din gouzout penos, hep re a studi, ec’h ellàn laqat menteni ar reglamanchou var an ingalder. Ezet eo dêc’h sclêrijenna ac’hanòn