Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/28

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24

— Penos e tigüez, eme ar mêr, en ur vònt assambles gantàn, e qemerit un interest qen bras da guement a sell ouz ar Poeziou ha Muzuriou ?

— Eleal, eme mestr Pierrès, ganet on paour, hac e meus labouret evit beva, hep na labouras biscoas den evidòn hep beza paeet. En ur souffr, e meus disqet souffr gant ar re all ; yaouanc e meus gouezet petra a dalveze ar bara a c’hounezer gant poan, ha peguen calet eo güelet anlevi deomp dre ar flauderez un darn eus ar pez zo gounezet. Neuze e prometis ervad ampech, ar muia possubl, epad rën va buez, ober d’ar re all ar gaou am boa aoun a ziguesche ganén va-unan.

— Qementse am nerza er volonte da assuri em c’hommun lealdet debit an oll varc’hadourez.

— Beza e vec’h en effet moralamant responsabl demeus al laeronçiou bian mezus-se pere a elfoc’h da ampech : protection an autorite a laca tud ar gommun d’en em attachi dezi : ur mêr evesiant ha just en devezo atao evitàn moeziou tud e gommun.

— Dre betra, eme ar mêr, e zeomp-ni da gommànç hon examin ? Ma antrefemp e stal ar boulanjer a zo aze, evit güelet penos e poez e vara ?

Mestr Pierrès, en eur abordi anezàn, a c’houlennas outàn daou kilogram bara e pris an tax.

— Cetu aze, eme ar boulanjer, ur baraa 2 kilog.

— Neo qet ur bara eus a ur seurt poez convenet, pehini na ellit qet poaza da boent ; mes bara eus ar poez a c’houlennàn ouzoc’h, en eur e laqat er valanç.

- Er valanç ! er valanç ! eme ar boulanjer, james n’en em servichàn demeus a valançou.

— Fall a rit ; laqit enne ho para a 2 kilog.

An operation grêt, e vanqe un hectogram, a eure