Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/31

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27

— Ne ve qet eta er memes tra ?

— Nan, hep douet ; an dra a zo grevussoc’h. Ar butun a voerzer e rêson a 4 franc ar 500 gram ; ma na fournis qet stat fall balançou ha poeziou an debitant 450 gram d’ar c’honsommatour, en devezo güerzet e vutun e rêson a 4 franc 40 çantim : piou en devezo profitet eus ar som-ze ?

— N’en deo qet an tenzor, mes an debitant, a respontas ar mêr.

— Rac se eta e zeus friponneres, profit injust ; recommandi a ràn dêc’h an debitantet-se.

— Me a evessao anezo, bezit certen.

En eur dremen coc'hi an hed, e pelec’h a hend all e rêt usach eus ar muzur leal, mestr Pierrès a reas observi penos, e lec’h en em servicha demeus ur reolien da rastella, ec’h implijet un dra disingal.

— Mar deo güir, emezàn, e zeo e vean ar poez just, ma n’en deo ar balançou reiz, e zeo ar memestra deus ar muzur, ma n’en deo ar fêçon, d’en implija ar memes hini.

— Convertisset d’an ingalder, ar marc’hadour hed a guendalc’has calz var ar poent-se, hac a zisqeuzas ar pez a ellet gounit pe goll er fêçon-ze da voerza, ouz en em viret d’en em gonformi d’ar reglamanchou.

— Ha n’elfet qet, emezàn da vestr Pierrès, güerza an hed en sier demeus a ur gontenanç leal ?

— Piou a c’hoarantisso ar gontenanç-se dêc’h ? Hac ellout a ra an ingalder depanti demeus ar ur pleg pe deus a un ourled ? Ne zeus a vuzur ingal nemet ar re pere, goude beza bet etalonet ha verifiet, a zo merqet demeus ar mercou ordrenet.

— Ne accordit qet eta ec’h ell ar voqennou represanti ur certen nombr a hectolitrou, a litrou ?