Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/34

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30

— Penos eta, me am bije devinet al lezen ?

— Ia ; evit caout un nerz real, e tle beza ar rêson scrifet, hac evel ma er zant ur speret ëon ha just ; mes evel ma zeo ret caout reoliou da bep tra, ha nonpas clasq procejou evit traou re dister, ar C’hod, a behini ar but a zo da dec’hel ouz ar procejou, en deveus ajoutet (art. 1618) penos ar faculte accordet d’ar prener da baea an nemorant a vuzuriou, pe d’en em desista, na ve nemet e câs ma ve an nemorand deus a un uguentvet en tuont d’ar gontenanç disclêriet. An disposition just-se en em applic d’an oll goerzou a vadou. (art. 1619)

— Ha güir eo penos, adalec an devez qenta eus ar bloa l840, na vezo mui ellet, memes etre nep den pe dirac noter, merca ar muzur ancien var ar c’hontrajou ?

— Sè eo ar pez a lavar guer evit guer al lezen nevez. [1]

— Pebes ambaras ! ret e vezo eta laqat arpanti ?

— Ia, mar güerzer diouz ar muzur.

— Mes, ha na elfet qet en em servicha demeus a daulennou a gomparêson ?

— Danjer a zo d’en ober ; rac, en lavarat a ràn c’hoas dêc’h : ar muzur original ne rën mui ; hoguen, ar muzur leal, eo ar güir, hac ar gomparêson a deu ar feat differant eus ar güir. A eneb an errol-se eo e zeo felvezet d'an assamble constituant miret an oll. [2] Comz a rit eus a ambaras ; hac én a vez unan brassoc’h, m’en lavar, eguet caout da choas etre meur a gomparêson deus a ur memes muzur ? Pehini eo a eller credi an hini mad, d’an ampoent

  1. Art. 5 eus a lezen ar 4 eus a vis Gouere 1837.
  2. Arauc-propos eus a lezan an 8 — 15 Qerzu 1790.