Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/45

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
41

pont, ma n’em bije clêvet en debati gant speret.

— Guell dies eta e vez compren ze ?

— Ia, dies hep douet : un dra all eo anavezout ur feat materiel, constati ur muzur re vêr pe re hir, pe apprecia an intantion, an anaoudeguez güirion, ar volontez muioc’h pe nebeutoc’h caracteriset demeus an actionou tamallus. An intantion eo a ra ar c’hrim ; an drouc-ober involonter ha commetet hep intantion da noazout na ell qet beza en conscianç objet ur bunition. An eünder, ar speret vad, a zo ar güella hentcher da gonsulti en ho poursuou : ret eo gouzout distingui an accidant en deve fausset ar valanç, demeus a finesse ur marchadour da gombina ar voyenou da drompla.

— An traou-ze a zanter güelloch eguet na expliqer anezo.

— Ar respont a zo parfet ; ar gonscianç hepqen eo barner ar gonscianç, pa anavez an den ennàn sempldet an dén. Mes eurusamant e matier ar poeziou ha muzuriou, ne zeus ezom nemet daoulagad da velet ha daouarn evit touch ; a hend all, Autrou mêr, n’en em laqit biqen a uz al lezen pehini a lavar penos « ar c’hrimou hac an drouc-oberou na ellont beza excuzet, nac ar bunition doucêt, nemet er c’hâsiou hac er circonstançou pere a zisclêry ar feat excusabl pe a bermet applica dezi ur bunition nebeutoc’h rigorius. »

Evit feat moralite an actionou, d’ar barnerien eo, d’ar jureed eo da zecida. [1]

— Ar pez a lavarit a rafe din caout aoun ne zeus qet a justiç parfet.

— An hini hep muiqen pehini a ell lenn e fonç

  1. Articl 96 ar C’hod penal.