Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/48

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44

neuze ar gilvizien, hac an artisanet na rint mui qement a faziou. Evelse eta, ar mètr hac e zoubl en em brest d'an oll muzurachou a lignennou, a veneziou, ha demeus an traou bianna.

Mad eta evit ar mètr a ramplaç an doazen ; mes evit ar voalen ?

— Nep seurt difficulte : ur mètr 20 çantimètr a ingal ar voalen ordinal ; da bepini permetet goulen ar muzur-ze comprenet er muzur leal ; gant decvedou, cantvedou, milvedou, e pourvezer d’an oll ezommou possubl.

Evit ar pez a zell ouz ar stèr pe mètr-cub evit muzurach ar c’heuneud, ne zeus netra chenchet ; rac se na gomzomp qet dioute. Beza e zeo eus ar memes tra demeus an ar, unite ar muzuriou a c’horre.

— Mes ar boezel, ar palevars, pere a anavezer dre oll gommuniou arrondissamant Montroulez ; cetu eno avat un ambarras all, pa vezint difennet !...

— Penos ! pa bosseder al litr, an decalitr, e zoubl, an hectolitr hac e anter evit formi nombrou rond, e teufet da gueuziat da ur muzur a zaouzec litr anter, gant divisionou dre gart, dre eizvedou, c’hoezecvedou, ha daou-ha-trêgontvedou ? Pebés confusion ! hac én a ellet imajina ur gont falloc’h ! Peguen alies a vech e zeus roet an anter-decalitr evit an anter-poezellad hac er guis-se goude ! Rac-se, mui a vescadurez : al litr a zo jeneral e Franç, multipliet dre dec, multipliet dre gant, pepini anavez êzet e zecalitr, e hectolitr. Trugareqeomp al lezennourien pere o deveus diambarrasset ar Franç deus ar poeziou ha muzuriou faus-se, penn-caus demeus a guement a flauderezou !

— Mad c’hoas evit al litr, an decalitr hac an hec-