Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/49

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
45

tolitr en muzurach an hedou ; mes evit ar boessonniou, na vezo eta mui a gart litr ?

— Nan certenamant. Gant un anter-litr, un decilitr, e contanter ezetamant an oll. Gant un decalitr, ul litr, ec’h eller transvasi barriqennadou, inspecti ar varc’hadourien, ha memes controlerien an impot indirect.

— Allòn, viv al litr !

— Viv al litr ! ia, pa guemerer dre sobrentéz : an didemperanç a attaq ar rêson. Ur martolod deus a Blouezoc’h en deus bet lavaret din penôs en Ameriq e roer curatoret d’ar mesvierien.

— Ha Charlamagn, qent an Americanet, n’o receve en justiç nac evel testou, nac evel qevrennou. An didemperanç a zo ur viç bras ; na veler eurusamant nemeur a dud o vervel gant naon pe sec'hed ; mes mervel a ra calz gant re gorfadou.

— Hac hep sortial deus va c’hommun, ec’h ellàn ajouti e zeo ar re baour nebeutoc'h alies clàn faut a voed, eguet ar re binvidic o qemer re.

— Ar reflexionou-se a zo demeus a un dén a fêçon ; continuomp hon examîn : beza hon eus da gomz demeus ar c'hilogram ha deus e fractionou decimal evit ramplaci al livr ordinal.

— Cetu eno ar pez a droubl ac’hanòn, hac e c’houlennàn ouzoc’h, Autrou, petra a rafe en o ziegezou hoc’h academicianet savant, ma n’o deve nemet kilogrammou, hectogrammou, decagrammou, decigrammou en o c’heguinou ; o graguez a golfe o fennou, ar gueguinerezet a sallo re, ar goaset a redo d’an hostaleri da derri o sec’hed, ar vaouez a vlêjo, an hostis a c’hoarzo.... Pebes c’hoari !

— Ouz ho selaou e ve lavaret e zeomp a nevez