Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/51

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
47

oc’h-unan da veza bet aoun deus un dra meurbet simpl. Gouzout a rit penos un anter-kilogram pe pemp cant gram a respont d’al livr ordinal.

— Ia, Autrou.

— Ha rac se daou c’hant anter-cant gram a form an anter-livr, ha cant pemp gram varnuguent ar c’hart.

— Qementse so simpl.

— Dre ma zeo er memes tra simpl evit ar marc’hadour da fournissa an nombrou-ze gant e zoubl hectogram, e anter-hectogram, e decagram hac e anter-decagram evit represanti an anter-livr ancien hac ar c'hart.

— Ho tepordi a ràn d’an anter-qart.....

— Beza e zeo eus a zaou gram ha tri-uguent ; an onç, eus a unan ha trêgont ; an anter-onç, eus a bemzec, ur fraction ouspen ; ar c’hart onç eus seiz ; ar gros, eus a dri gram.

Laqit an dra-ze din var baper, ma vezo guelet sclêroc’h.

Mestr Pierrês en em hastas da gontanti ar mêr, pehini a lennas gant attantion ar pez a heuill :

Ar c’hilogram pe 1000 gram a dalvez da 2 livr ordinal.
An anter-kilog. 500 d'al livr.
Ar c’hart-kilog. 250 d'an anter-livr.
An 8et. 125 d'ar c’hart-livr.
Ar 16et. 62,5 d'an anter-qart.
Ar 32et. 31,3 d'an onç.
Ar 64et. 15,6 d'an anter-onç.
Ar 128et. 7,8 d'ar c’hart-onç.
Anfin ar 256et. 3,9 d'ar gros.

Goude beza lennet an arranjamant-se, ar mêr a reas observi a nevez, penos, adalec an anter-qart e zoa fractionou eus a bere ar varc’hadourien na vanqjent qet da brofita.